Pancho Villa

Ur pennad Pancho zo ivez.
Pancho Villa

José Doroteo Arango Arámbula a oa gwir anv Francisco Villa, brudetoc'h evel Pancho Villa, a oa unan eus pennoù Dispac'h Mec'hiko e deroù an XXvet kantved. Gantañ e voe kaset renad ar prezidant Victoriano Huerta d'an traoñ. Ganet e oa e stad Durango, met n'ouzer ket pe e oa eus Rio Grande pe eus San Juan del Río, d'ar 5 a viz Mezheven 1878, ha drouklazhet e voe en Hidalgo del Parral (Chihuahua) d'an 20 a viz Gouhere 1923. Lesanvet e oa bet ivez "El Centauro del Norte" ("Den-marc'h an Hanternoz").


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search